Please click here to leave an anniversary message (in any language you choose). You do not need to be a member of Lowlands-L to do so. In fact, we would be more than thrilled to receive messages from anyone. Click here to read what others have written so far.
What’s with this “Wren” thing?
The oldest extant version of the fable
we
are presenting here appeared in 1913 in the first volume of a two-volume anthology
of Low
Saxon folktales (Plattdeutsche
Volksmärchen “Low German Folktales”)
collected by Wilhelm Wisser (1843–1935). Read
more ...
Ar laouenan ’noa savet e neizh bar c’harrdi.
An daou gozh 'oa aet er-maez.
Ar re-he ’faote dezhe kavet un dra bennatek evit magañ ar re vihan, ha leskel
ar re-mañ o-unan-penn war-o-lerc’h.
Goude ur pennadig, an tad laouenan ’oa deut en-dro d’ar gêr.
– “ Petra zo digouezhet? Piv ’neus graet droug deoc’h, bugale?
Tres ar spont zo war-ho-korre! ”
– “ Mes, ma zad, ur baluc’henn zo bet. Tres spontus ’oa war-e-c’horre!
Sellet ’neus ba ho neizh, ha digor-bras e zaoulagad ganto. Spontet ’neus ac’hanomp. ”
– “ Kompren a ran ”, eme, "an tad laouenan. Da belec’h eo aet? ”
– “ Mat eo, ” eme ar re-he, “ aet eo kuit dre ahe. ”
– “ Gortozet ac’hanon ”, eme
an tad laouenan, “ me zo ’vont da gerc’hat anezhañ. ’Ret ket biloù, bugale, me zo ’vont da dapet
anezhañ. ” Ha nijal kuit war-e-lerc’h, neuhe.
Bar c’horn-tro kentañ, setu heñv tal-deus-tal gant ar leon ha oa o vont
gant e hent.
Mes ar louenan 'noa ket aon . Taoler ’ra e
bouez war gein ar leon ha komañs ober trouz dezhañ.
– “ Dam da betra oc’h deut ba ma zi ha spontañ ma bugale? ”
Ar leon ’ra foutre-kaer ha derc’hel da vont war-raok.
Neuhe ar labousig kalonek 'noa gourdrouzet kreñvoc’h anezhañ. “ ’Peus ket netra d’ober amañ, a lâran deoc’h! Ha ma teufe deoc’h dont en-dro
amañ, e klevefec’h trouz. ’Vefen ket kontant da ober nâ ”, emezan en ur zevel unan deus e bavioù, “ mes me ’dorrefe ho kein gant ma fav ken herr ha tra. ”
Goude bezañ lâret nâ,1 oa aet en-dro d’an neizh.
– “ Setu aze, bugale. Lâret ’meus e begement dezhañ. ’Zistroio
ket mui. ”