Please click here to leave an anniversary message (in any language you choose). You do not need to be a member of Lowlands-L to do so. In fact, we would be more than thrilled to receive messages from anyone. Click here to read what others have written so far.
What’s with this “Wren” thing?
The oldest extant version of the fable
we
are presenting here appeared in 1913 in the first volume of a two-volume anthology
of Low
Saxon folktales (Plattdeutsche
Volksmärchen “Low German Folktales”)
collected by Wilhelm Wisser (1843–1935). Read
more ...
Un tad laouenan en doa savet e neizh en ur c’hraoù. Bevañ a rae ennañ gant e
familh. Un deiz ez eas kuit gant e barez da glask boued evit paskañ o floged.
Leuskel a rejont o re vihan o-unan.
Goude ur prantad e tistroas an tad laouenan d’ar gêr.
« Petra zo bet amañ ? a c’houlennas. c’hoarvezet eo bet un dra bennak ? Tres zo warnoc’h da vezañ spontet ! »
« Tadig ! » emezo, « un euzhvil bras zo bet. Na spontus e tiskoueze bezañ ! Bet eo o sellet en hor neizh gant e zaoulagad bras ! Spontus e oa ! »
« Gwelet a ran, » emezañ, « da belec ’h eo aet ? »
« Aet eo dre amañ ! »
« Gortozit ac’hanon amañ, bugale », eme an tad laouenan, « emaon o vont
da reiñ dezhañ ur gentel na zisoñjo ket a-raok pell ! Na rit ket bil, pakout
a raio diganin. » Mont a reas neuze war-lerc’h an euzhvil.
Goude ar c’hentañ korntro e welas ul leon o kerzhout. Ne voe ket spontet
al laouenan avat. En em bozañ a reas tre war gein al leon hag e krogas da huchal
warnañ. « Evit piv en em lakait-c’hwi hag a zeu d’am neizh evit spontañ va
bugale? »
Al leon ne selaouas ket anezhañ avat, ne reas netra nemet derc’hel da
vont.
Gwashaet e voe imor al laouenan gant se hag e krogas da huchal a-bouez-penn
war al leon. « N’ho peus abeg ebet da zont betek va neizh, ha ma rit ur wezh
all e plantin keuz ennoc’h da vat ! » emezañ. « Ne blij ket din bezañ feuls,
emezañ c’hoazh en ur sevel ur pav, met terriñ a rin ho livenn-gein deoc’h ken
prim hag ul luc’hedenn ! »
Ur wezh m’en doe lavaret an dra-se e tistroas d’e neizh.
« N’ho peus ket d’en em chalañ ken, bugale », emezañ, « roet ’m eus e
begement dezhañ. Ne zeuio ket ken. »